|
Buhez ha fent |
|||||||||||
| Lossec Hervé |
||||||||||||
| 13,90 € | Poser une question sur ce produit | |||||||||||
Sur eo eh anavezit anezo toud an dud ‘ba an istoriou-mañ. Penaoz ‘ta, ne rit ket ? Geo ‘vad, ma z oh bet o pourmen kostez Bro-Leon eur wech bennag, ma z eo c’hoarvezet ganeoh mond en ti-bank, pe en eun davarn. Koñchennou a beb seurt a glever eno, traou c’hoarvezet e gwirionez, m’hen tou, war bouez nebeud a dra yantao. E brezoneg c’hwek, mardouen ! Ar politikerez, ar vuhez vodern, festival Kann al Loar… O meno o-devez Feñchig ha Jopig war bep tra. Ne guz ket Herve Lossec a-dreñv e fent memestra : gouzoud a ra diskouez plegou e galon deom eun tamm bennag, buhez e vamm-goz hag hini Sebastian, lesanvet Sebastopol ; e eñvorennou deuz ar skol, pe hoaz e redadeg "trail" en Thailand. N’eo ket unan da gaoud hirêz deuz an traou tremenet, gwelloh gantañ chom heb dizoñjal anezo, ha c’hoarzin asamblez gand al lennerien, heb tamm aon ebed rag an dazond ! Anavezet-mad eo Herve Lossec evid e vrezoneg brao hag e fent, hag evid ar startijenn e-nevez o kas en-dro Ti ar Vro Bro-Leon. Meur a leor e-neus embannet : "Domino !" (‘ti ar Falsab) ha "Perles de Banquiers" (‘ti an Télégramme) e galleg, ha "Loig Drouglazet" evid ar re yaouank (‘ti TES) e brezoneg. Gand Emgleo Breiz e-neus embannet "Friko Yannig Pennkaled", hag hemañ eo e eil leor. Vous les connaissez tous, ces Léonards, mais si... Vous les avez croisés à la banque, au bar du coin... Ils ont leur avis sur tout, et le clament haut et fort : la politique, les affaires locales, les moeurs qui changent, le festival Kann al Loar... Jopig et Feñchig ne sont jamais en reste. Et leur breton populaire sonne toujours juste sous la plume d’Hervé Lossec. Mais celui-ci ne se cache pas derrière son humour : ici on trouvera ses souvenirs d’adolescent de l’hiver 1963, et l’histoire de sa grand-mère, ainsi que celle de Sébastien-Sébastopol, qui nous donnent à mesurer le chemin parcouru par la société depuis... pour le meilleur? En tous cas c’est vers demain que regardent ces nouvelles, sans crainte ni faux regrets ! |
||||||||||||
|
||||||||||||
Vous pourriez être également interressé(e) par un de ces produits |
||||||||||||






