Vous êtes ici : Brud Nevez > Les derniers numéros
Info: Votre navigateur n'accepte pas les cookies. Pour mettre les produits dans votre panier d'achat et les acheter, vous devez activer les cookies.
Alhwez louzeier bleuñveg BreizMa beaj Jersey

Brud Nevez 264 - barhonegeu


disponible.png

Brud Nevez 264 - barhonegeu

Heulin Antony
7,00 € Poser une question sur ce produit

Eun amzer 'zo bet, e veze embannet e brezoneg forzig leoriou barzonegou. Hirio eo romanchou. N'eus den evid skriva barzoniez ken, evel a ree Per Helias ha Youenn Gwernig, n'eus ket keid-se 'zo ? Eo. Bernez Tangi a ra. Hag eun toullad tud all, evel Fañch Peru. 

E Brud Nevez, on-eus ni embannet skridou diwar bluenn Jakez-Erwan Mouton ha Daniel Morvan. Ganeom eo bet moullet ive leoriou Youenn Brusk ha Naig Rozmor, na pa ve ken. Heb komz deuz re Jean-Paul Kermarrec (Sioulderiou maouez) ha Xavier Grall (Solo), hag a zo bet troet gand Naig ive (gand skoazell Bob Simon). Sed aze ha n'eo ket nebeud a dra.

Ha setu ma kinnigom deoh ober anaoudegez gand Antony Heulin. Eur gwenedour a zo anezañ, hag a zo hirio o chom e Dresden, e bro-Alamagn. War e gont e-unan e-noa bet embannet eun dastumad kenta a varzonegou. Med n'e-noa ket moullet eur bern skwerennou, hag eun tamm 'zo ne oa ken deuz outo. Laouen om bet neuze p'e-neus kinniget deom adembann anezo, evid ma vefent lennet gand muioh a lennerien. Setu amañ eta e d/Tuleou-dour.
E yez Gwened e skriv Antony Heulin : n'eus ket tra-walh oh ober.

Evel ar varzed a hirio e skriv ive. Arabad deoh eta beza en gortoz kaoud eul lizerenn-vraz war-lerh eur pik, na virgulennou partoud. Na poziou mentet ha rimet evel a veze gwechall. Ar varzoniez n'eo ket se ken, pell ahane, hag eüruzamant.

Komz a ra Antony Heulin deuz ar bed a-hirio, deuz ar skeudennou a wel : "adtapet om ged er hoant da selaou son en avel". Deuz ar skorngrehenn o teuzi. Deuz loenedigou "ne welant ket pelloh evid penn o darz". 

Deuz karantez etre paotr ha plah, deuz e vicher tad, deuz toud ar pez e-nevez an nen d'ober a-hed an deiz… Mankoud a ra dezañ, emezañ, "morieu-tud joiauz ha dioad… morieu-tud o zreid gleb un enderviad en Naoned…".

Eun dra all a ziskuill deom A. Heulin : "ur sekred o-des ar varhed". Ne ouieh ket ? 

Neb a lenno a zesko.


Caractéristiques : Livre

Nombre de pages / ped pajenn : p
ISBN :
Auteur(s) / skrivagner(ien) :
Langue / yez: Breton - brezoneg


Vous pourriez être également interressé(e) par un de ces produits


scellius Site mis en ligne avec l'aide de la Région Bretagne et de la DRAC

Vous êtes ici : Brud Nevez > Les derniers numéros