|
Trêz ar Vari-Vorgan |
|||||||||||
| Bijer Yann |
||||||||||||
| 14,00 € | Poser une question sur ce produit | |||||||||||
Ne oa ket Yann Duff, mestr Kafe Braz ar Porz, e Landerne, evid kredi e zaoulagad. Bez’ e oa dirazañ, e-barz an ostaleri, eur paotrig eiz vloaz deuet da brena madigou gand arhant saoz. Eur billed braz, hanter-kant lur saoz anezañ, e-noa ar paotrig lakeet a-blad war ar hontouer. Eun toullad billiji all a oa gantañ en e chakot. « E peleh out bet, Yannig Mazeaz, o laerez ar billiji-ze ? », a houlennas Yann Duff. « N’on ket bet o laerez anezo, Eontr. O havet am-eus e-touez ar bern trêz a welez a-hont, war ar hae. O klask kregin e oan, e-touez an trêz, asamblez gand va henderv, Pèrig Mazeaz, pa ‘z om kouezet war ar billiji-ze. » « Luriou saoz e-touez an trêz ! Boulhast ar gurun ! Ha diskoachet e vefe ganit teñzor Rakam e Vleo Ruz ? Deus da ziskouez an dra-ze din ‘ta, va niz. » Ha Yann Duff o vond gand ar paotrig war-gaoud ar bern trêz bet diskarget war ar hae gand ekipaj ar Vari Vorgan, eur vag sevel-trêz, euz Brest, perhennet gand Pèr Toullgoad. En ostaleri e oa ivez ar homiser Kaou Kemener. Klevet e-noa ar gaoz a oa bet etre an daou all. Setu ma yeas er-mêz d’o heul, ha da deurel eur zell ouz trêz burzuduz ar Vari Vorgan. Yann Duff, patron du café du port, à landerneau, n'en croit pas ses yeux : se tient devant lui un petit garçon de 8 ans venu acheter des friandises avec un billet de 50 livres anglaise ! "Je ne les ai pas volés, mon oncle. Je les ai trouvés dans le tas de sable, déchargé par l'équipe du Marie Vorgan". "Des livres anglaises au milieu du sable !" Le commissaire Kaou Kemener commence alors à mener sa propre enquête... Il s'agit ici du troisième roman policier de Yann Bijer. |
||||||||||||
|
||||||||||||
Vous pourriez être également interressé(e) par un de ces produits |
||||||||||||







