Savet eo bet "Emgleo Breiz" 50 vloaz 'zo evid kas ar brezoneg war a-raog war bep tachenn :
- eur brezoneg beo
- eur brezoneg-pobl
- ha brezoneg evid an oll Vretoned kar-o-yez.
Beb bloaz, e vez embannet etre 10 ha 15 leor gand "Emgleo Breiz" : bez' ez eo, gand se, unan euz ar brasa embannerien vrezoneg. Embann a ra ive ar gelaouenn "Brud Nevez", hag a zo bet nevesaet penn-da-benn, e-keñver danvez hag e-keñver stumm : lennit "Brud Nevez" beb eil miz !