gauche
gauche
4 rue Yves Collet - 29200 Brest - Pg/Plr : 02-98-02-68-17 - E-mail : emgleo.breiz@wanadoo.fr
EOLEP2
Brud Nevez
block
blank

 

Kazetenn lennegel
Kavoud a reoh enni :
brud01 – skridou lennegez : barzonegou, soniou, danevellou, marvaillou, dezrevellou beajou pe eñvoriou…
– studiadennou diwar ar yez hag al lennegez vrezoneg, hag ive darvoudou ha nevezentiou ar mare.
– Keleier, rentaou-kont leoriou, pladennou, filmou…

Skriverien : Job Abasq, Naig Rozmor, Fañch Broudig, Jil Goyat, Mikael Madeg, Visant ‘n Askol, Jean-Claude Miossec, Youenn Brusk, Andreo ar Merser, Charlez ar Gall, Huguette Gaudart, Gilberte Kervarreg, Patrig Gouedig, Yann-Ber Thomin, My Skaouidig, Goulc’han Kervella, Jeffrey Shaw, Jakez Jarry, Yann Bijer, Jeanne Nicolas-Saout, Erwan Brenn, Herve Danielou, Thierry Chatel, Remi Fraboulet…

Skrivet e vez ar pennadou e brezoneg beo, êz da lenn ha da gompren evid an oll vrezonegerien vad.


 
 
dernier01
illustration01
Niverenn ziweza : Gwengolo / Here 2009
N° : 277 Priz : 7.00€
Kavoud a reoh enni :
Dizesperet, ar vrezonegerien yaouank ? O bed dezo n'e-neus ket kalz tra da weled gand hini "Desperate housewives", evel just. Med den ebed n'e-noa c'hoaz klasket gouzoud pehini eo hirio tro-spered ar vrezonegerien 30 vloaz, hag a zo bet savet e brezoneg gand o zud.

Ar re-mañ eo ar re a oa bet Mikael Madeg o weled e 1982 evid eur pez studiadenn a oa bet greet gantañ : "Desevel bugale e brezoneg". C'hoant e-neus bet skipaill Brud Nevez da houzoud petra eo deuet da veza lod deuz ar vugale o-doa kemeret perz er studi, ha brezonegerien yaouank all ive.

En oad emaint bremañ da veza tad ha mamm d'o zro : peseurt darempred o-deus gand ar yez ha bed ar brezoneg ? Didro ha speredeg e vez roet o zoñj gand pep hini anezo en doser-mañ deuz Brud Nevez.

A-hend-all eo bet Fañch Broudig o weled ar re 'zo e-kreiz ar jeu evid klask eun diskoulm d'an enkadenn ekonomikel vraz : paotred Bank ar Boued e Kemper, Dominique Andro, unan deuz pennou-braz ar CMB/Crédit Mutuel de Bretagne, ha Jacques Jaouen, prezidant Kambr al Labour-Douar e Penn-ar-Bed. O-zri e klaskont eur respont d'eur goulenn hag a zo o nehi ahanom toud : daoust hag en em denna deuz al lagenn a vo moyenn d'ober ?


Desperate brezonegerien yaouank ? Ar vrezonegerien 30 vloaz :

Desevel bugale e brezoneg diwar Mikael Madeg
Keid ha ma vo bugale o komz : Onenn Bozec
Eur prof prisiuz : Gwenola Derrien
Vous l'avez appris à l'école… : Gwendolyn Plourin-Yviquel
Ne blij ket din e vefe enebet ar yezou : Levenez Marot
Displega ha displega atao a zo skuizuz : Hervé Maubian
An hini diweza euz ar Vohikaned ? : Steven Derrien
Ar brezoneg n'eo ket eur yez sakr : Yann-Herle Gourves
Perag emaon o pellaad deuz ar brezoneg ? : Tangi Naoueg
Brezoneg er skoliou Diwan : Mikael Madeg

lennegez :

Sophie ha Tudi : Maïwenn Morvan
Ar mesaer-moh Hans : Christian Andersen
Gouel mad mamm : Brezonegerien Ti an Oll Kêr-Bér
Plin ar hriz pe : dañs ar perinee : Paolig an Diaoul

Ar pennad-kaoz : Andreo ar Merser
En em denna deuz al lagenn ? : Fañch Broudic
Bank ar boued : Fanch Broudic
Eur bank e Breiz : petra a ra : Dominique Andro
Perag eo diêz ar jeu gand al labourerien-douar : Jacques Jaouen

Kelaoui
Bemdez, eun dra gaer bembez : M. Kerisit
Lehiou eur vuhez, eun huñvre hir : F. Colcanap
Sine-klub brezoneg
En eur prad : barzoneg ar vuhez : Loeiz Grall
Divroa - Terre d’Asile ? Pez-c'hoari nevez Ar Vro Bagan

Niverennou deuet er-męz c’hoaz
277 Gwengolo / Here  2009 276 Gouere / Eost  2009
275 Mae / Mezeven  2009 274 Meurz / Ebrel  2009
273 Genver / C'hwevrer  2009 272 Du / Kerzu  2008
271 Du / Kerzu  2008 270 Gwengolo / Here  2008
269 Gouere / Eost  2008 268 Mae / Mezeven  2008
267 Meurz / Ebrel  2008 266 Genver / C'hwevrer  2008
265 Gwengolo / Here  2007 264 Gouere / Eost  2007
263 Mae / Mezeven  2007 262 Meurz / Ebrel  2007
261 Genver / C'hwevrer  2007 260 Du / Kerzu  2006
259 Gwengolo / Here  2006 258 Gouere / Eost  2006
257 Mae / Mezeven  2006 256 Meurz / Ebrel  2006
255 Genver / C'hwevrer  2006 254 Du / Kerzu  2005
253 Gwengolo / Here  2005 252 Gouere / Eost  2005
251 Mae / Mezeven  2005 250 Meurz / Ebrel  2005
249 Genver / C'hwevrer  2005 248 Du / Kerzu  2004
247 Gwengolo / Here  2004 246 Gouere / Eost  2004
245 Mae / Mezeven  2004 244 Meurz / Ebrel  2004
243 Genver / C'hwevrer  2004 242 Du / Kerzu  2003
241 Gwengolo / Here  2003 240 Gouere / Eost  2003
239 Mae / Mezeven  2003 238 Meurz / Ebrel  2003
237 Genver / C'hwevrer  2003

 
dernier01

abonnementM’ho-peus c’hoant e hellit kaoud eur houmanant-êsa evid eur bloaz : 36 €
(6 niverenn).

Studierien ha tud dilabour : 20 €
Broiou an Europ : 46 €
Broiou estrañjour all estreged an Europ : 55 €
Koumanant skoazell : adaleg 40 €

En eur goumananti e helloh ive harpa eur gelaouenn oll-vrezoneg da vond war-raog.


Evid gouzoud muioh :

Brud Nevez
4, ru Yves Collet, 29200 BREST
Pellg. /Fax : 02-98-02-68-17
E-mail : brud.nevez@wanadoo.fr