Amañ emaoh : Kinnig > Emgleo Breiz hirio

Emgleo Breiz hirio

Postel Moulla

Kenderhel a ra Emgleo Breiz da labourad dizehan, war-du ar memez pal hag er penn kenta evid brud ar yez hag al lennegez vrezoneg.

Labourad a ra war an tachennou-mañ : an embann ; ar vuhez sevenadurel ; ar helenn ; ar helaouennoou ; an darempredi hag ar bruda.

Eur gen-gevredigez eo Emgleo Breiz, a zo enni meur a gevredigez all pe rannou hag a labour pep hini war e dachenn :

  • "Ar Skol Vrezoneg" : an embann, an enklaskou, ar henteliou brezoneg…
  • "Al Leur Nevez" : ar sevenadur-pobl hag ar yez
  • "Ar skol dre lizer" : ar henteliou brezoneg dre lizer.
  • "Brud Nevez" : ar gelaouenn vrezoneg daouvizieg, e brezoneg penn-da-benn.
  • "Le Liogan" : embann oberennou lennegel a denn da Vreiz, e galleg.

E-barz bureo Emgleo Breiz ema hirio :

  • Prezidant : Fañch Broudic
  • Eil-prezidanted : Mari Kermareg, ha Loeiz Grall
  • Sekretour : Fañch Colcanap
  • teñzorer : Jakez André

Mond en-dro Emgleo Breiz

Evel m’eo dleet, ez a Emgleo Breiz en-dro a-drugarez d’al labour a ra a youl vad e izili hag ar re a zo en e benn.

Tri a dud a vez gopret evid labourad evid Emgleo Breiz, pez a ra talvoudegez 2,5 amzer-leun : diou skoazellerez evid an embann, leun-amzer, hag eur gontourez hanter-amzer.

Bureoiou nevez

Abaoe an hañv 2009, eo dilojet Emgleo Breiz en eul leh a zo gwelloh plaset e kreiz-kêr Brest : ema 4 ru Yves Collet, en eurn hraoz-hent, tost euz an ti-gar, pas gwall-bell deuz plasenn al Liberte na deuz ar skol-veur Victor Ségalen. Gwelet mad e vez hag êz eo da gavoud, koulz evid ar re a zo war o zreid pe en gwetur hag evid ar re a deu gand ar bus. Ne vo ket pell deuz an tram nevez kennebeud.

Emgleo Breiz er mediaou

Er hazetennou, er radio ha war an tele, e weler hag e klever ano deuz Emgleo Breiz aliez, pez zo eun dra vad evid brud ar yez ha skeudenn ar brezoneg.

Pennadou a lenner war ar hazetennou pemdezieg ha sizunieg koulz ha war a beb seurt kelaouennou all. Pennadou-kaoz a glever en abadennou radio. Kelaouadennou a heller gweled war France 3 pe e-kerz ar Webnoz. Aliez a-walh e vez pedet ar skrivagnerien koulz hag ar re a zo e karg euz Emgleo Breiz ha Brud Nevez da respont da houlennou ar gazetennerien hag an animatourien.

Ar vuhez sevenadurel

- Café-livres (kafe-leoriou)

Abaoe 2008 e vez aozet gand ar gevredigez, beb miz e Brest, eun emgav "café-livres", diwar eun tem sevenadurel, lennegel pe skiantel, en eul leh plijuz, gand eun den pedet.

- Sine-klub

Memez spered zo gand ar sine-klub, bet roet lañs dezañ en distro-skol 2009. Ar pal eo diskouez (en-dro) filmou faltazi pe teulfilmou e brezoneg, (ad)dizolei eur realizatour, hag eun tem.

Ar film kenta eo bet "Chanson d'Armor" gand Jean Epstein, eur film nebeud anavezet, a voe koulskoude ar henta hini gand brezoneg kenetre an tudennou. Produet e oa bet e 1934 gand ar gazetenn "Ouest-Éclair", ha konta a ra eun istor karantez e Breiz a-raog ar brezel.

Kelenn

Daou zoare kenteliou zo :

Kenteliou war-eeun, aozet gand Emgleo Breiz. (Kenteliou brezoneg)

E-pad ar bloavez-skol, pevar live.

Gand leoriou-deski bet renevezet e vez greet ar henteliou.

Ar gentel dre lizer gand Ar Skol dre Lizer : dre lizer, pe dre e-mail, e vez eskemmet ar henteliou etre ar helenner hag an deskarded. (Kenteliou brezoneg)
paiementsecu

Ar gelaouenn Brud Nevez

Niverenn ziweza

Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ?

Amañ emaoh : Kinnig > Emgleo Breiz hirio