Amañ emaoh : Kinnig > Brud nevez

Brud Nevez

Postel Moulla

Unan euz ar hosa kelaouennou brezoneg eo Brud Nevez, peogwir eo bet savet e 1957 dindan an ano « Brud ». Abaoe n’he-deus greet nemed pourchas danvez a-zoare da lenn d’ar vrezonegerien : ouspenn 330 niverenn a zo bet embannet en oll !

E peb niverenn e vez bremañ :

  • eun doser diwar-benn eun danvez nevez : lennegez, kevredigez, buhez an dud
  • skridou lennegez : danevellou, barzonegou, prederiadennou, eñvorennou…
  • eur pennad-kaoz
  • eul lodenn geleier : beajou, filmou, al leoriou, ar pladennou, ar vuhez sevenadurel, geriou-kroaz…

 

Sed amañ lod euz an danveziou a zo bet kaoz anezo nevez ‘zo e Brud Nevez :

    • kasoni 'vefe ouz ar merhed e bed ar brezoneg ?
    • penaoz 'vez gwelet an Europ gand tud euz bro Hres ha Latvia, euz bro Spagn ha bro Iwerzon, euz an Alamagn, gand Breiz hag ar Pologn
    • peseurt romantou da lenn e-pad an hañv
    • Hervé Bellec, skrivagner-beajour
    • Ha dizesperet e vefe ar vrezonegerien yaouank 30 vloaz ?
    • an Afrik ha ni : ar Vretoned en Afrik, an Afrikaned e Breiz.

       

      E liou e vez moullet Brud Nevez, gand poltredou e-barz, sed eo kalz bravoh ha kalz êsoh da lenn.

      (Renka anezo dre urz al lizerennou. Ne welan ket perag e laker lod gand o anoiou-bihan war o hed, ha lod all pennlizerennou nemetken. An oll war o hed, mar plij. Aksant ebed ! Tenna kuit ar re varo pe dost)

      E-touez ar re a skriv e-barz : Henri Dorsel, Maïwenn Morvan, Frank Bodenes, Bernez Quillien, Fañch Colcanap, Loeiz Grall, Maguy Kerisit-Louédoc, Herve Lossec, Paolig Combot, Y.-V. Lagadeg, Charlez an Dreo, J.-E. Mouton, J.-C. Bozec, Fañch Peru, E. Gwenno, Antony Heulin, J.-L. Monot, Thierry Châtel, Naig Rozmor, Fañch Broudic, Gilles Goyat,  M. Madeg,  Jean-Claude Miossec, A. ar Merser, Charlez Ar Gall, P. Gouedic, J.-P. Thomin, My Skaouidig, Goulc'han Kervella, Jeffrey Shaw, Yann Biger Bijer, Erwan Brenn, Michel Mermet, Francis Favereau, Rémi Fraboulet...

      E brezoneg beo eo skrivet Brud Nevez, êz da gompren evid an oll vrezonegerien. Unan deuz ar hosa kelaouennou e brezoneg eo, krouet krouet m’eo bet e 1976.

      Abonnez-vous

      Koumanantit ! Priz ar houmanant-bloaz : 40 €evantail-bn-bz
      (c’hweh niverenn beb bloaz).

      Evid ar studierien hag an dud dilabour : 25 €
      Evid broiou Unaniez an Europ 50 €
      Evid broiou en diavêz deuz an Europ : 59 € (e lard ive ?)
      Koumanant-skoazell : adaleg 45 €  

      3 zoare a zo da goumananti da v/Brud Nevez :

      • dre e-mail :  Gwarezet eo bet ar chomleh-mañ a-eneb ar spamou, digorit JavaScript evid e weloud
      • dre lizer :  Brud Nevez, 4 rue Yves Collet 29200 Brest
      • dre delefon pe dre faks : 02 98 02 68 17

      Bez’ e hellit ive goulenn kaoud an niverenn ziweza pe niverennou koz.

      Evid pêa, e vo red deoh kas eur chekenn da : Brud Nevez, 4 , ru Yves Collet, 29200 Brest

      Koumananti a dalv

       

      - evidoh-c’hwi beza sur da reseo ar gelaouenn er gêr ha da gaoud ingal skridou dedennuz da lenn
      - euz ho perz harpa eur gelaouenn vrezoneg da vond war-raog atao

      Prena ar gelaouenn en linenn

      Evid prena an niverenn ziweza hag an niverennou koz, it e-barz or hatalog en linenn o klika war al liamm-mañ

       

      Brud Nevez - 286 - Mammou fall Brud Nevez - 286 - Mammou fall 7,00 € Ouspenna er baner
      Brud Nevez - 286 - Mammou fall - PDF Brud Nevez - 286 - Mammou fall - PDF 4,00 € Ouspenna er baner
      paiementsecu

      Ar gelaouenn Brud Nevez

      Niverenn ziweza

      Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ?

      Amañ emaoh : Kinnig > Brud nevez