Unan euz an embannerien genta eo Emgleo Breiz evid pez a zell al leoriou brezoneg.
Beb bloaz eh embann tro eur 15 leor bennag, al lodenn vrasa anezo e brezoneg pe diouyezeg.
Ouspenn 550 leor zo bet embannet en oll gand Emgleo Breiz hag ar hevredigeziou ezel, e brezoneg pe diwar-benn ar brezoneg.
Sed amañ eun tañva euz al leoriou a zo bet embannet gand Emgleo Breiz : hag a heller atao kaoud al lodenn vrasa anezo da brena :
leoriou-deski ha studia ar brezoneg, e-touez ar re wella a zo :
- leoriou-deski an Dr Tricoire ha Visant Seite (Komzom brezoneg, Brezoneg beo…)
- geriaduriou, en o zouez
- an hini nevez bet savet gand Andreo ar Merser Ar Geriadur brezoneg/galleg ha galleg/brezoneg (1250 pajennad)
- ar "best-seller" : Dictionnaire breton-français et français-breton gand Visant Seite ha Laurent Stéphan (muioh evid 110 000 skwerenn gwerzet)
- ar geriadur gwenedeg nemetañ e gwerz, gand Meriadeg Herrieu.
- Advoulladennou euz leoriou klasel ar studiou brezoneg : geriaduriou Emile Ernault ha Guillevic-Le Goff, yezadur Per Trépos…
oberenn vrezoneg Per-Jakez Helias :
- e beziou-c'hoari : Mevel ar Gosker, Katrina Lenn-Zu, heb dizoñjal sketchou Jakez Krohen : Biskoaz Kemend-all (bet skignet gwechall war Radio-Kimerh)
- e varzonegou : Ar Mên Du, Maner Kuz
- e zanevellou hag e goñchennou : Bugale Berlobi
- Marh al Lorh, testenn vrezoneg ar « Cheval d’orgueil », al leor oll-vrudet
romantou ha dastumadou danevellou :
- leoriou klasel evel Bilzig, leor Fañch al Lay, ha Geotenn ar Werhez gand Jakez Riou
- skrivagnerien a-vremañ : Frank Bodenes, Sarah Chedifer (Henri Dorsel), Hervé Lossec, J.-C. Bozec, Y.-V. Lagadeg (skrivagner Ar Vastardez, eet gantañ Priz Skrivagnerien Vreiz), Mikael Madeg (eun daou-ugent titl bennag), J.-Cl. Miossec, hag ar Hanadian brezoneger Jeffrey Shaw
- Roll-Diroll zo ano eun dastumad romantou ha danevellou dihortoz gand skrivagnerien evel Henri Dorsel, J.-C. Bozec, Frank Bodenes
- romantou-polis Yann Bijer ha « Koñchennou ar goelan masklet »
- eñvorennou Louis Conq, Visant 'n Askol (Sylvain Loguillard), J.-M. Skragn, Yves Miossec, ha pemp levrenn dastumet enno gand Jean Ropars eñvorennou eur beizantez deuz Milizag, Yvonne Riou.
peziou-c'hoari, dreist-oll :
- an oll re zo bet c'hoariet gand strollad Teatr Penn-ar-Bed (krouet gand Remi Derrien) : diwar Dario Fo, Brendan Brehan, John Millington Synge, Gw. Kergourlay, Lioubomir Simovitch
- re strollad ar Vro Bagan : Kenavo my Love, ar Basion Vraz, Liberta…
barzoniez, dreist-oll oberennou Naig Rozmor, Daniel Trellu, J.-E. Mouton…
dastumadou kanaouennou
leoriou evid ar vugale
studiadennou a beb seurt diwar-benn ar brezoneg :
- dizohou ar soñdaj nevez bet kaset da benn gand TMO-Régions diwar-benn ar vrezonegerien en deiz a-hirio. Gand Fañch Broudig int bet studiet en e leor "Parler breton au XXIe siècle"
- enklaskou evel "Ichtyonymie bretonne" Alan ar Berr pe "Trésor du breton parlé" Jules Gros (e 5 levrenn)
- dastumadou Mikael Madeg deuz an anoiou-lehiou hag al lesanoiou
- labouriou Per Pondaven, Yann Riou ha Mikael Madeg diwar-benn an anoiou-lehiou en Arvor bro Leon : 15 levrenn zo bet embannet !
- studiadennou Pierre Hollcou ha Yann-Erwan Plourin diwar-benn an anoiou-lehiou hag an anoiou-tud e tro Kemperle
- studiadennou : diwar-benn ar rannyezou evel re Humphrey Humphreys diwar-benn brezoneg Botoha…
- enklaskou diwar-benn al lennegez vrezoneg gand Ifig ar Berr…
Kit da weled war al lehienn-mañ roll klok al leoriou a zo bet embannet gand Emgleo Breiz.






