Amañ emaoh : Kinnig

Petra eo Emgleo Breiz ?

Postel Moulla

Ar gevredigez vrezoneg kosa eo Emgleo Breiz peogwir eo bet savet e 1955. He fal eo kas ar brezoneg war-raog war gement tachenn a zo deuz ar vuhez foran : embann, deskadurez, kelaoui…

Brezonegerien a-gred hag anavezet mad eo bet kaset Emgleo Breiz ganto war-raog, evel :

  • Armand Keravel, bet adsavet Ar Falz gantañ war-lerh ar brezel
  • Visant Seite, bet e karg euz ar Bleun-Brug
  • Loeiz Roparz, renevezer ar festou-noz, paotr Al Leur Nevez
  • Per-Jakez Helias, ar skrivagner brudet, barz, saver peziou-c’hoari, a embannas « Marh al Lorh » e 1975
  • Per-Mari Mevel, ar skrivagner lemm-e-bluenn
  • Andreo ar Merser, unan deuz ar henta skolaerien o veza bet greet kenteliou brezoneg er bloaveziou 60, pa oa e Groñvel (Aodou-an-Arvor)
  • Charlez ar Gall, e-neus bet kaset en-dro an abadennou brezoneg er radio hag en tele.

Ober a ra Emgleo Breiz gand doare-skriva ar Skol-Veur, dre m’eo êz evid kement brezoneger a zo ober gantañ, ha dre ma sikour ar re a zo o teski ar yez da zistaga ar brezoneg evel m’eo dleet. Digemeret e oa bet er bloaveziou 1950 gand al lodenn vrasa deuz ar re a ree neuze war-dro ar brezoneg, skrivagnerien ha stourmerien, diwar al labouriou bet kaset da benn gand an Aotrou Falc’hun, kelenner e Skol-Veur Roazon.

Emgleo Breiz koulz hag Brud Nevez a ra euz o gwella abaoe muioh evid 50 vloaz ‘zo evid lakad er penn a-raog :

  • ar brezoneg beo
  • ar brezoneg-pobl
  • ar brezoneg evid an oll vrezonegerien vad
paiementsecu

Ar gelaouenn Brud Nevez

Niverenn ziweza

Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ?

Amañ emaoh : Kinnig