Amañ emaoh : katalog > Les nouveautés

Traou nevez feed


dibab hervez:     Niver a bajennou dre zizoh   

Dizohou 1 - 10 diwar 25
Jésus, Marie... Joseph ! Le journal de Jeanne 24,00 €

Jacob-Noiret Thérèse
Ce livre est un témoignage humain d’une intensité exceptionnelle. Vous y traverserez les multiples avatars qu’une adolescente pleine d’énergie réussit à surmonter. Vous sympathiserez avec l’étonnante hardiesse – pour l’époque – de sa vie affective et sens
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Ar marh reiz 14,90 €

Seité Visant

Istor eun den. Istor eur barrez : Kleder. Istor eur vro : Bro-Leon.

"Ne skrivan ket evid diskouez eo bet an amzer am-eus bevet, eun amzer a deñvalijenn, a boan, a vizer, a zizesper, a waskerèz… evel m'ema ar hiz d'hén ober hirio pa gomzer zua an amzer dremenet…

Marteze ne gomprenit ket perag em-eus anvet va leor Ar marh reiz ? Bro-Leon, dreist-oll Gorre-Leon, a oa, e amzer va yaouankiz, bro ar hezeg. Savet on bet en o zouez. Du-mañ, eur marh "reiz" a oa unan hag a helle beza fiziet, heb dañjer e-béd, e n'eus forz piou. Ne oa netra gwelloh en eur marchosi, eged kezeg reiz hag a veze, er memez amzer, mad da labourad."

Visant Seite


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Tammou eñvorennou euz eun amzer griz 13,00 €

Miossec Yves
Qu'est-ce qu'un prisonnier a en tête, sinon la liberté ? S'évader ! Voici le propos d'Yves Miossec : son expérience, et celle de son ami Pierre, durant la Seconde Guerre Mondiale, dans les camps allemands. À la lumière de la cruauté de cette période, on a
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Tilda 10,00 €

Bodenes Frank

Botou-avel zo gand Tilda, eur plah yaouank distrob ha diloj, o vonedone dre gêr Vrest. Ne vez ket asur jamez deuz petra 'vo warhoaz, ha bresk-meurbed eo he buhez pemdezieg : euz an eil labour dister d'egile ez a, en eur glask tapoud eun tamm tommder bennag digand an dud memestra. Eur plah dijoa n'eo ket avad, didouellet ne lavaran ket. Ha nijal kuit a ray eur wech bennag ? Dedostaad outi a garfe al lenner, med daoust ha warhoaz ne vo ket re ziwezad ?

Sed amañ eur poltred a laka d'en em zoñjal war ar gevredigez-kêr a vevom enni, ar halz ahanom, pegen yen ha kriz e hell beza evid ar re zo o-unan, dihouest da vond diouz ar patrom boutin.

Waltzing Matilda, a gan Tom Waits, ha gwir eo, trei ha distrei dibaouez a ra Tilda, a beb tu, o klask penn d'he buhez. Eur romant berr ha lemm, e brezoneg a-vremañ, a oar c'hoari gand ar yez hag ar fent du, na vefe ket dinahet gand ar vrezonegerien a-vihanig.


Pevare romant Frank Bodenes eo Tilda. Anavezet eo ar skrivagner yaouank dija, dre an daou genta bet embannet gand Emgleo Breiz : Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop ha Kriz ar yaouankiz. Unan all evid ar re yaouank, Tramor, son ha ton, e-neus embannet e ti Keit vimp bev. E Brest ema o chom.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Donatien Laurent - Parcours d'un ethnologue en Bretagne 29,00 €

Donatien Laurent

Anavezet-kenañ eo Donatien Laurent hag e labouriou diwar-benn ar Barzaz-Breiz, ha bamet e chomer dirag e vuhez etnologour war an dachenn e Breiz. Bet eo bet e penn ar CRBC e Brest e-pad pell, med adaleg ar bloaveziou 1960 e oa bet kroget da zastum danvez ha da embann studiou e kelaouennou. Anad eo, hizio an deiz, ez int diêz da gavoud er stumm-ze, setu perag eo bet bodet amañ ar re bouezusa deuz e labouriou, evel La gwerz de Skolan et la légende de Merlin, La gwerz de Penmarc'h pe c'hoaz Une chantefable en pays pourlet ; la "Tragélie".


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Le trésor du breton rimé 3 - Grivoiseries bretonnes - C'hoari ha c'hoari 14,00 €

Giraudon Daniel

"Gand ar vez !" – "Ar mez zo evid ar moh", a responto Yann Vrezoneger. Ha gwir eo : kavet e vo amañ, e trede levrenn Trésor du breton rimé, peadra da ruzia ha da hoarzin war eun dro. Bet eo Daniel Giraudon, en taol-mañ, o tastum rimodellou diwar-benn korv an dud, ar sekselez hag an ezommou naturel all. Er yez komzet ez eus bet anezo a-viskoaz, re soubenn al lêz da skwer, med el leoriou avad ne vezent ket lakaet ! Evel e diou levrenn genta Trésor du breton rimé, goap a vez greet ouz an nesa aliez, med arabad kredi e vefe feuket an dud kement-se : e brezoneg n'eo ket memez tra hag e galleg. Ne vez ket kontet aferiou ar horv da veza louz pe dizonest ! Bitrakou da hoarzin int, da vuzulia barregez pep hini da hoari… gand ar yez.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


La fumée au-dessus du toit 24,00 €

Quélennec Michel

N'ema ket pell an XXved kantved diouzom, med deuz petra 'vo dalhet soñj ? Nag a jeñchamantou o-deus bet anavezet on tud-koz : daou vrezel, modernelez… Penaoz 'oa war ar pemdez e gwirionez ? An darn vrasa ahanom o-deus klevet eñvorennou en o famill, med c'hoant 'neus bet Michel Quélennec da vond pelloh, gand diellou, testeniou hag all, diwar-benn ar vuhez war ar mêz, hag ar gevredigez 'deus roet he stumm d'on hini.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Le trésor du breton rimé Mimologisme d’oiseaux Al loened o komz 16,90 €

Giraudon Daniel


Moueziou al loened, ar hleier hag an treñiou, ha re al laboused dreist-oll eo a glever en dastumad-mañ gand Daniel Giraudon. E Treger hag e Breiz a-bez e-neus bet klevet ar rimadellou-mañ, goveliet evid beza an tosta posubl ouz ar yezou-ze n'int ket yezou an dud. Gwechall e veve an dud war ar mêz, hag en diavêz : mignoned dezo 'oa al laboused, a-dost e vezent selaouet, bemdez. Ar bommou-mañ a zo enno muzik yez al loened, da veza miret evid brasa plijadur brezonegerien hizio ha warhoaz.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Le trésor du breton rimé - Jeux verbaux - C’hoari gand ar geriou 22,00 €

Giraudon Daniel

Ober goap euz an nesa, setu hag a vefe eur gwir sport evid ar Vretoned ? Kredi a haller, pa lenner an eil levrenn-mañ deuz Teñzor ar brezoneg rimet, gand Daniel Giraudon : eun eostad rimou ha c'hoariou-geriou, eo ar pal anezo lakaad an dud da hoarzin… diwar-goust an nesa, ha flemma, pa vez tro. N'eo ket eun dra red e ve lojik ar c'hoari, pez a gont eo rei da gleved muzik ar yez, ha diskouez eur spered lemm ! En tu all d'ar porziou-skol e vez klevet ar bommou brezoneg buhezeg-mañ. E bro Dreger int bet dastumet evid an darn vrasa anezo, med bet eo Daniel Giraudon e leh all e Breiz-Izel, hag e bro Hallo, e vro henedig, ken evid diskouez pegen tomm eo e galon ouz diou yez ar vro.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Du café vous aurez - Quand les bretons parlent le français 10,00 €

Le Dû Jean

E 2002 e oa bet embannet Du café vous aurez ? evid ar wech kenta. Eur gwir heriadur eo, evid an neb e-neus c'hoant da anavezoud gwelloh galleg Breiz-Izel : eur yez pobleg, leun a droiou-lavar c'hwek. Plijoud a ra d'ar Vretoned liva o galleg gand ar brezoneg, med daoust hag-eñ e ouezont ervad deuz peleh e teu toud ar geriou-ze ? Gand al leor-mañ ne jomint ket berr ! Brezoneger a-vihanig eo Jean Le Dû, bet kelenner war ar yezou keltieg hag ar yezoniez e skol-veur Brest. 40 vloaz zo e oa bet kroget da zevel an dastumad akomod-mañ, a oa poent braz adembann peogwir eo bet kresket, hag adwelet.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png






Niver a bajennou dre zizoh   
Dizohou 1 - 10 diwar 25

Traou nevez

An diaoul ouz taol

13,00 €

Ar priz lennegel "Sten Kidna - Le long cours du Bono 2013", roet get kumun Ar Bonoù ha Kerlenn Sten Kidna, a zo aet da Aziliz Bourgès

Pegen hir an amzer evid merh eur roue, tra ebed d'ober med selled ouz ar mor dirollet, ha selaou aliou fur ar manah Gwenole ! Ken e rank Ahes kaoud dudi mod pe vod, boda mignoned, roula anezi, kavoud ar garantez, adkavoud anezi… Beteg donedigez eur paotr faro-eston, Paol e ano. Bremañ e soñjit avad, "anavezet eo an dro-ze". Ya, Kêr-Iz an hini eo, ha p'ema Gralon war an diskar, e sav meur a hini da gemer e blas… Memestra, Ahes ha Paol, a hellfe beza tud yaouank euz on amzer-ni, etre arhant braz ha diegi… Kregi e-barz ar vojenn he-deus greet Aziliz Bourgès, evid pourchas deom eur pez a vesk gwechall hag hizio, gand eur bluenn distagellet-brao, fent dihortoz, ha modern ken ez eo.

 


Tammou eñvorennou euz eun amzer griz

13,00 €

Qu'est-ce qu'un prisonnier a en tête, sinon la liberté ? S'évader ! Voici le propos d'Yves Miossec : son expérience, et celle de son ami Pierre, durant la Seconde Guerre Mondiale, dans les camps allemands. À la lumière de la cruauté de cette période, on a


Rechercher un titre

Ar skrivagnerien

Ar gelaouenn Brud Nevez

Niverenn ziweza

Brud Nevez - 298 - Sod gand ar velo

Amañ emaoh : katalog > Les nouveautés