Amañ emaoh : katalog

Rummadou

Traou nevez Leoriou niverel Kelaouenn Brud Nevez Collection 100 mots en breton Geriaduriou Kelenn – yezaduriou leoriou-deski leoriou fentuz Da zond er mêz dizale Romañchou - Danevellou Eñvorennou Collection Berlobi Peziou-choari Barzonegou Koñchennou Kanaouennou Evid ar re yaouank Studiadennou troidigeziou Leoriou e galleg Enrolladuriou Leoriou all Dastumad Roll-Diroll Renabl anoiou Leoriou Bihan Collection/Dastumad : Godell

Traou nevez

Anjela Duval - Une histoire de deuil impossibles

19,17 €

Tregont vloaz zo e oa eet Anjela Duval d'ar bed all. Penaoz selled ouz he hent, ouz he oberenn, hizio ? A-raog Anjela 'oa Angèle… Eur venajerez, hag eun emzivadez, bet diêz-meurbed dezi trehi war maro he zud. Dre ar skritur e oa deuet a-benn da zevel eur "me" dezi heh-unan adarre. Ha brud ! Dre ar skridou, dre an tele. Ken e oa deuet da veza e penn ar stourm evid gwiriou Breiz hag ar brezoneg. N'eus ket tu da zispartia he buhez diouz he oberenn, intret eo an diou gand liou ar hañv. Marcel Diouris, bet amezeg dezi, a zeu da deuler eur sell nevez war kredennou hag emouestl barzez Traoñ-an-Dour.


Moueziou barzed

16,13 €

Barzoniez. Hekleo an ene war-eeun, pe brabañserez amsklêr ? Petra 'lavar ar geriou-ze, na lavar ket ar homz plên ? Daoust hag-eñ n'eo ket bet ar barz atao eun hanterour kentoh eged eun den ollskianteg ? Ar geriou n'eus ket dezo ar memez karg ha gwechall ken, med an temou n'int ket cheñchet kement-se : an natur, ar garantez, ar maro… Geriou berr, ideou hir. Pez a jom eo ar hlask peurbadel evid en em ober ouz ar bed, hag argas an anken. Bugale o stourm da zond da dud 'vefe ar varzed ? Ha lorh enno, spi on-eus atao.

Dre red e reer choazou en eul leor evel hemañ. Pal al leor eo, neketa ? Eun dibab barzonegou. Barzonegou deuz an dibab ? Emichañs ! Neuze, penaoz int bet choazet ? Gand ar falla benveg, a lavaro lod : ar from, ar galon, an elfennig vunud he-deus tarzet dirag hini pe hini.

Abaoe an amzeriou kosa ez eus diouto. O zreuz o-deus greet lod beteg ennom, ha kenderhel a ra tud zo hizio da zevel ha da embann barzonegou, beteg ober o micher deuz se evid lod : soñjit 'ta, en or bed-ni ma ranker gounid ha dispign buan, pebez choaz iskiz ! Traou ne zervijont da netra… Eur galloud hud a vefe eta gand ar varzoniez ? Plas diweza an traou munud ? Degemer mad ouz taol ar varzed !


An diaoul ouz taol

13,00 €

Pegen hir an amzer evid merh eur roue, tra ebed d'ober med selled ouz ar mor dirollet, ha selaou aliou fur ar manah Gwenole ! Ken e rank Ahes kaoud dudi mod pe vod, boda mignoned, roula anezi, kavoud ar garantez, adkavoud anezi… Beteg donedigez eur paotr faro-eston, Paol e ano. Bremañ e soñjit avad, "anavezet eo an dro-ze". Ya, Kêr-Iz an hini eo, ha p'ema Gralon war an diskar, e sav meur a hini da gemer e blas… Memestra, Ahes ha Paol, a hellfe beza tud yaouank euz on amzer-ni, etre arhant braz ha diegi… Kregi e-barz ar vojenn he-deus greet Aziliz Bourgès, evid pourchas deom eur pez a vesk gwechall hag hizio, gand eur bluenn distagellet-brao, fent dihortoz, ha modern ken ez eo.

 


Al liorzhour

12,17 €

Liorzhour eo Harry gozh. Heñvel eo e eñvorennoù ouzh delioù ar gwez : o kouezhañ emaint, hag o vont da get. Ur skoazeller en deus en e liorzh avat, e niz-bihan Joe. Ema c'hoar vihan Joe o paouez dont er bed, ha n'eus den ebet ken hag a daol pled outañ. Setu an den kozh hag ar paotrig asambles eta, o labourat an douar, hag a-feur ma z a kuit ar soñjoù diwar eñvor an eontr-kozh, e vez krouet istorioù nevez e spered e niz-bihan. Un istor etre soñj ha disoñj eo Al liorzhour, ur pezh-c'hoari evit ar vugale da gentañ, met n'eo ket difennet e teufe ar re vras da welet !


Al liorzhour 'zo pezh-c'hoari nevez Teatr Piba


Solo

13,08 €

Il y a peu de temps, Naig Rozmor traduisait en breton Rabindramath Tagore, l'immense poète hindou. Aujourd'hui, elle nous propose Solo. Solo est le dernier poème achevé par Xavier Grall, peu avant sa mort au mois de décembre 1981... Il n'ava

Entre le riche et le pauvre - La littérature du breton entre 1450 et 1650

28,00 €

Etre 1450 ha 1650 e oa deuz eur gwir lennegez e Breiz, ha n'eo ket hepken testennou relijiel dibosubl deom kaoud interez enno en deiz a hirio. Gand Yves Le Berre, bet kelenner e skol-veur Brest, e vez displeget deom penaoz intent ar skridou-ze, pehini 'oa o endro sevenadurel ha sokiel, ha penaoz e oa liammet ar mod da skriva gand ar c'hoariva hag al livaduriou. Eun daolenn a-dost ha gwirion deuz kevredigez ar XVIved kantved, dre skridou brezoneg a galite, a hellom c'hoaz hirio an deiz ober anaoudegez ganto.


J’élève mon enfant en breton

16,13 €

Desevel bugale e brezoneg, kement-se 'oa danvez ar studi gand Mikael Madeg, e 1986. Hizio n'eo ket diamzeret ar sujed tamm ebed, peogwir e ya war greski niver ar vugale er hlasou diouyezeg. Aliez avad, ne oar ket brezoneg an tadou hag ar mammou. En dornleor galleg-mañ e vo moaien dezo kaoud aliou, ha respontou d'o goulennou pleustreg : brezoneg er skol hepken, pe er gêr ive ? Ha ma n'eus den ebed tro-dro evid deski kaozeal evel 'vez red ? Petra zo posubl, petra zo c'hoant d'ober ? Gand e skiant-prenet yezour ha tad, e kinnig Mikael Madeg digeri eun toulladou heñchou evid êsaad mond war-raog ar famillou yaouank.


100 mots en breton pour la Présidentielle

5,07 €

100 mots pour évoquer en breton LE sujet de conversation de ce printemps 2012 !

Du café vous aurez - Quand les bretons parlent le français

10,14 €

E 2002 e oa bet embannet Du café vous aurez ? evid ar wech kenta. Eur gwir heriadur eo, evid an neb e-neus c'hoant da anavezoud gwelloh galleg Breiz-Izel : eur yez pobleg, leun a droiou-lavar c'hwek. Plijoud a ra d'ar Vretoned liva o galleg gand ar brezoneg, med daoust hag-eñ e ouezont ervad deuz peleh e teu toud ar geriou-ze ? Gand al leor-mañ ne jomint ket berr ! Brezoneger a-vihanig eo Jean Le Dû, bet kelenner war ar yezou keltieg hag ar yezoniez e skol-veur Brest. 40 vloaz zo e oa bet kroget da zevel an dastumad akomod-mañ, a oa poent braz adembann peogwir eo bet kresket, hag adwelet.


Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ? - Numérique

4,00 €

Brud Nevez se penche sur les enjeux des élections désormais toutes proches, et a construit le dossier de ce numéro 291 autour de plusieurs points de vue croisés : Dominique Cap, maire de Plougastel-Daoulas, Gérard Lahellec, vice-président de la Région, He


paiementsecu

Rechercher un titre

Ar skrivagnerien

Ar gelaouenn Brud Nevez

Niverenn ziweza

Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ?

Amañ emaoh : katalog