Amañ emaoh : Brud Nevez > Brud Nevez en numérique

Brud Nevez niverel feed


dibab hervez:     Niver a bajennou dre zizoh   

Dizohou 1 - 10 diwar 19
Brud Nevez - 298 - Sod gand ar velo - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

Velo pe marh-houarn, ingal eo, deuz ar memez tra zo kaoz evid ar re a blij dezo mond hardi war an hent penn-da-benn ar bloaz. E Brud Nevez ar miz-mañ e vo kaoz deuz sport eta, war-lerh Tro Bro-Leon, hag a-raog Kampionad Bro-Hall e miz even. Kourserien a-vicher, ya, meur a hini brudet zo bet e Breiz, med meur a vod zo da vond war velo : evid seveni eun huñvre paotr bihan, evid sikour an enklaskou war ar hleñvedou, pe… evid gounid eur bariadenn ! Galoupad war an hentou e-neus bet greet Ifig Troadeg ive, n'eo ket evid gounid eur hours, evid dastum kanaouennou koz ar vro ne lavaran ket : bet eo Mari Kermareg o houlenn gantañ petra zo nevez. E lodenn al lennegez, barzoniez ha danevellou zo o hortoz beza tañvet, hag ar veaj e Kuba… kenderhel a ra !


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 297 - Super Tud - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

Super-tud na petra 'ta ?! Eur gelaouenn comics eo Brud Nevez ? N'eo ket, just a-walh : ar super-tud n'int ket marteze ar pez a zoñjer ez int. Lennit kentoh : Y. Jobard o kaozeal deuz afer ar Sokalique, F. Falc'hun o klask penn da gudennou ar Sill, H. Cadiou o stourm evid ar peoh, ha skipaill tud yaouank 7Seizh, toud ez int super-tud en o mod dezo peogwir e stourmont evid ar pez a gav dezo a zo mad ha reiz, en desped d'an enebiez ha d'an amzer o tremen. Kenteliou ne roont ket, med ganto e heller beza broudet da


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 296 - Ar bloavez diroll - Niverel 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

Setu ar bloaz koz hag ar bloaz nevez rampo e Brud Nevez, etre kenavo ha degemer mad. N'eo ket bet kaset ar bed d'ar blotou e Bugarach, med siwaz, ar hriz ive a zo chomet. Setu pez a gont deom Marcel Diouris, Stéphane Ac'h, Goulc'han Kervella ha Paolig an Diaoul. Er politikerez koulskoude e ya an traou war-raog, ken e Bro Leon hag e… Bro-Gembre. An ekologiez ive zo kalz a gaoz diwar he fenn, ha n'eo ket Bernez Kloareg, bet o respont da houlennou Mari Kermareg, a zislavaro, peogwir ema e penn ar stasion biologel e Rosko. Treuzi ar mor a vo greet ouspenn, gand J.-E. Mouton ha penn kenta e veaj e Cuba. Arabad c'hwitoud da lenn ar gont a ra Frank Bodenes deuz buhez Anne Jaffret, bet keid-all o terhel buvet ar Stade Brestois, hag ar respontou e-neus greet Gurvan Musset d'an tri goulenn bet greet outañ gand Brud Nevez.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 295 - Ar vamm - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner
Brud Nevez prend la carte du voyage, ou plutôt des voyages : dans l'enfer de Potosi en Bolivie tout d'abord, où Marcel Diouris est descendu dans la mine voir les conditions de vie des mineurs. Au Pays de Galles ensuite, avec la pièce Ar Vamm (La Mère) de
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 294 - Kêr o cheñch - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

Muioh a dud eged biskoaz zo o chom e kêr hizio, ha n'eo ket deuz kêriou braz zo kaoz ken, med deuz gwir gumunieziou-kêriou. Sed aze danvez an doser e Brud Nevez 294 : penaoz kroui pe adkroui kêr, hizio ha warhoaz ?

Er pennad-kaoz e teu Ruth Lysaght, Iwerzonegerez anezi, da lavared deom pe hent 'neus kaset anezi beteg skol-veur Vrest. Kenderhel a ra Tilda gand heh avanturiou dindan bluenn Frank Bodenes, ha tri goulenn a reer, e lodenn ar helaoui, ouz Yann-Fañch Jacq. Desket 'vo, ouspenn, petra eo "ar hillog" e korn-bro Plougastell !


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 293 - 150 vloaz 'zo - Ar henta romant brezoneg - numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

Kant hag hanter-kant vloaz zo ez ee da anaon Y.-M.-G. Laouenan, skrivagner ar henta romant e brezoneg, Kastell Ker-Yann Koad ar Skour. Ha biskoaz ne oa bet embannet a-raog 2004, gand Yves Le Berre, a ginnig deom amañ an arroudou gwella. Er pennad-kaoz ez eo Ronan Gueblez a gont deom penaoz eo deuet da veza kaner kan-ha-diskan, ha tri goulenn a reer ouz Paul Molac, dilennet nevez zo. Kenderhel a ra Tilda gand he hent e lodenn al lennegez, hag eun tañva deuz rekipeou an Tailand a ginnig deom Maïwenn Morvan.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 292 - Liorzou ar bed - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

Liorzou ar bed : setu tem doser Brud Nevez 292, ha tro ar bed a reer eun tamm e gwirionez. Bet eo Raymond Grall beteg ar Chin war-lerh ar rodo, e Bro-Zaoz eo bet stummet Jean-Pierre Guéguen, gand an Afrik hag Amerika ar Su e labour Yann-Ber Nikolaz hag ar gevredigez Liorzou ar Bed… Evid ar blijadur, pe evid parea an dud, eun istor hir o-deus ar plant.

 

E lodenn al lennegez, arabad c'hwitoud da lenn trede lodenn avanturiou Tilda gand Frank Bodenes. Er helaoui e vez degaset soñj deuz oberou ha youl Chanig Ar Gall, zo o paouez mond da anaon.


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ? - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner
Brud Nevez se penche sur les enjeux des élections désormais toutes proches, et a construit le dossier de ce numéro 291 autour de plusieurs points de vue croisés : Dominique Cap, maire de Plougastel-Daoulas, Gérard Lahellec, vice-président de la Région, He
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 290 - Beva e brezoneg - PDF 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner

"Beva e brezoneg", setu tem doser Brud Nevez 290. Ne vez ket atao eun dra anad e Breiz e 2012. Stourm a heller choaz ober, med lod a gav pouezuz, da genta penn, beva e brezoneg. Beza oberiant, beza tad ha mamm, kaoud dudi… E brezoneg. Diskouez ez eo beo ar yez, daoust ha n'eo ket ar gwella benveg stourm ? Gand ar spered-ze eo he-deus labouret S. Daniellou war ar film "Distro Gwenn". Dom Duff hag Annie Ebrel, war al leurenn hag en diavêz, ez eo ar brezoneg eul lodenn anad deuz o buheziou. Ha Manu Méhu, kelenner war ar yoga, zo bet goulennet digantañ ober kenteliou… e brezoneg. Mouloud Paul, genedig e dad deuz an Aljeri, a lavar deom penaoz eo bet dedostaet ouz ar brezoneg. E lodenn al lennegez e vo dizoloet penn kenta romant-kazetenn Frank Bodenes, "Tilda", hag e lodenn ar helaoui eo puill ar pennadou, ken diwar-benn "Emdroadur" gand Marcel Diouris pe diwar-benn ar pladennou hag al leoriou nevez !


[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png


Brud Nevez - 289 - C'hoariva - Numérique 4,00 €

Plusieurs auteurs/Meur a skrivagner
Kaozeal deuz amzer nevez p'ema erru an diskar-amzer ? Ya 'vad, peogwir ez eo deuz c'hoariva zo kaoz, deuz strolladou startijenn ganto, muioh eged biskoaz. Ma ne anavezit ket istor ar c'hoariva e Breiz, lennit pennadou B. Simon ha G. Kervella. Evel-se 'po
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]
 
disponible.png






Niver a bajennou dre zizoh   
Dizohou 1 - 10 diwar 19
paiementsecu

Ar gelaouenn Brud Nevez

Niverenn ziweza

Brud Nevez - 298 - Sod gand ar velo

Amañ emaoh : Brud Nevez > Brud Nevez en numérique