Kelaouenn Brud Nevez
| Brud Nevez - 291 - Piou 'vo Prezidant ? | 7,00 € |
Piou 'vo prezidant ? Ma n'ema ket ar respont end-eeun e pajennadou Brud Nevez 291, e vo kavet eno memestra eun doser a-feson diwar-benn dazond politikel Bro-Hall, ha Breiz : gand dilennidi deuz Breiz ema ar gaoz, en o zouez Dominique Cap, Gérard Lahellec, Hervé Guélou, Claude Guiavarc'h hag Herri Gourmelen, ha gand Tudi Kernalegenn, diwar-benn an Europ, ha Yann Meur, diwar-benn ekonomiez. Hag ar voterien a gavo fent gand gavotenn an Elize gand Paolig an Diaoul, ha peadra da lakaad ar re yaouank da voti a zo gand diviz Marcel Diouris. E lodenn al lennegez e vo heuliet avanturiou Tilda, gand Frank Bodenes, ha Tro an Aot a vo greet e Plougerne gand Goulc'han Kervella. E lodenn ar helaoui e vo lakaet ar biz war plas ar gallaoueg e Breiz-Uhel, ha bet eo Mari Kermareg o konta kaoz gand Nono diwar-benn… filozofiez.
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez - 290 - Beva e brezoneg | 7,00 € |
"Beva e brezoneg", setu tem doser Brud Nevez 290. Ne vez ket atao eun dra anad e Breiz e 2012. Stourm a heller choaz ober, med lod a gav pouezuz, da genta penn, beva e brezoneg. Beza oberiant, beza tad ha mamm, kaoud dudi… E brezoneg. Diskouez ez eo beo ar yez, daoust ha n'eo ket ar gwella benveg stourm ? Gand ar spered-ze eo he-deus labouret S. Daniellou war ar film "Distro Gwenn". Dom Duff hag Annie Ebrel, war al leurenn hag en diavêz, ez eo ar brezoneg eul lodenn anad deuz o buheziou. Ha Manu Méhu, kelenner war ar yoga, zo bet goulennet digantañ ober kenteliou… e brezoneg. Mouloud Paul, genedig e dad deuz an Aljeri, a lavar deom penaoz eo bet dedostaet ouz ar brezoneg. E lodenn al lennegez e vo dizoloet penn kenta romant-kazetenn Frank Bodenes, "Tilda", hag e lodenn ar helaoui eo puill ar pennadou, ken diwar-benn "Emdroadur" gand Marcel Diouris pe diwar-benn ar pladennou hag al leoriou nevez !
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez - 289 - C'hoariva | 7,00 € |
Kaozeal deuz amzer nevez p'ema erru an diskar-amzer ? Ya 'vad, peogwir ez eo deuz c'hoariva zo kaoz, deuz strolladou startijenn ganto, muioh eged biskoaz. Ma ne anavezit ket istor ar c'hoariva e Breiz, lennit pennadou B. Simon ha G. Kervella. Evel-se 'po
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez - 288 - Skrij ha strafuill | 7,00 € |
Setu eun doser ne lezo ket ahanoh da gousked sioul... "Skrij ha strafuill" ! Skridou a zil kridiennou aon er horv hag er spered : gand Emmanuelle Gwenno e vo avañturiou er joñglenn, gand Stéphane Ac'h, eur gwall blanedenn, gand Jean Le Clerc, kazeg wenn lenn Keraodren... Sellit mad a-dreñv ho kein pa gav deoh emaoh hoh-unan !
Setu erfin diskoulm An diaoul ouz taol gand Aziliz Bourgès, hag he-deus adijinet istor Kêr-Iz evel pa hoarvezfe en deiz a hirio, ha barzonegou nevez gand Daniel Morvan, ouspenn eur zell war ar mod da skridvarn romantou brezoneg, gand Mikael Madeg.
Lou Millour eo a gas ar pennad-kaoz en-dro, diwar-benn Radio-Kerne evel-just, ha Radio-Breizh. Liesseurt ha buhezeg eo lodenn ar helaoui : dastum rezin, prena legumaj war-eeun, ober couchsurfing... Lennit pennadou Marcel Diouris, Anna Quéré ha Maïwenn Morvan, da houzoud pelloh ! Deuz Léo Tanguy, Bastian Guillou ha Louarnig 'zo kaoz ive... Heb ankounac'haad ar pladennou nevez ! Ha ma z it da bourmen kostez Loperhed, diwallit, oberennou-arz zo war vale eno...
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez - 287 - Iwerzon | 7,00 € |
Bro-Iwerzon ! Eun ano a vez desachet ar Vretoned gantañ raktal. Pell zo o-deus muzik ha lennegez Iwerzon paket kalonou an dud war an douar braz. Penaoz 'ma kont avad gand ar vro, gand ar resedi ekonomikel ? Tadgh Ó hIfearnáin a zispleg deom penaoz 'ma kont. Gand Jean Le Dû eo bet troet, war-eeun deuz an iwerzoneg, eñvorennou Conchúr Ó Giollagáin, ha gand Ruth Lysaght e vo desket doare an iwerzoneg en tele. Nevez zo he-deus Nelly Blanchard labouret da embann deizleor Hervé Burel, eul Leonad e-noa skrivet e eñvorennou e brezoneg penn-da-benn. "An diaoul ouz taol" zo o tostaad ouz e (wall) fin… Ha leoriou ha pladennou nevez zo da zizolei e-pad an hañv !
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez - 286 - Mammou fall | 7,00 € |
Gand an nevez-amzer e-neus soñjet skipaill Brud Nevez e vefe mad digeri ar gaoz war eur sujed dihortoz : ar mammou fall. En doser-mañ e klever mouez meur a hini. Piou int eta, ar merhed dinatur-ze ? Petra o-deus da lavared ? Gand ar vez ! Ar vrud a lavar e vefe bet savet peb a vlog gand lod… Komprenet ho-peus : war eun ton fentuz eo o-deus skrivet Mari Leostig, Muriel le Morvan, Erell Beloni... Konta o buhez pemdez a reont, o buheziadou kentoh, etre ar hoant da veza peurvad, da baka partoud, hag an dibosubl ma z eo. Meur a gliched a jom war vord an hent. Ar garantez… hag ar hoarz eo ar gwella louzou a-eneb mojenn ar "vamm vad" ! Skeudennaouet eo an doser gand dorn ampart ar vlogerez Nathalie Jomard.
E lodenn al lennegez e vo heuliet gand from kendalh An diaoul ouz taol, ha diskoulm Korrika-Redadeg gand E. Brenn. Er pennad-kaoz e tasson mouez Nolwenn Korbel : daoust dezi beza gwriziennet en hengoun ez eo eun arzourez a-vremañ, ha digor. Da heul he raktresou c'hoari ha kana e ya er bed a-bez. Eet eo skuiz gand tud zo a zastum brud en eur hoari war koz klichedou... E lodenn ar helaoui eo red deoh lenn renta-kont ar film Black Swan, hag hini romant kenta R. Huon, heb dizoñjal mond da weled war-lerh piou ha petra eo bet eet awen A. le Gouëfflec. Ha m'ho-peus c'hoant da zeski sinaeg… Geo, posubl eo, a lavar M. Morvan.
Taolenn 286
# Dosier : Mammou fall
Eur vamm fall, me ? Morse ! : Mari Leostig
Baby blues : Erell Beloni
Ar vamm vad ‘zo eur vojenn gaer : Maguy Kérisit-Louédoc
N’on ket superwoman : Levenez Marot
Daouarn va mamm : Jopig Danteg
Gortozit eur pennadig ! : Muriel Le Morvan
Falla mamm ar skol : Gwenola Derrien
Ar podad dienn : Marsel Diouris
Nozvez ar vez : Frédérique Le Nedelec
Ar vamm : eun ivern a varadoz : Jean-Yves Broudic
# Lennegez
Rondenn : Charles d'Orléans
Ar briñsez a oa tener al ler warni : Hans Christian Andersen
An diaoul ouz taol 4. : Aziliz Bourges
Korrika-Redadeg. 3 : Erwan Brenn
# Ar pennad-kaoz
Nolwenn Korbell
# Kelaoui
O teski sinaeg : Maïwenn Morvan
An Aotrou "Tok ma zad" : My Skaouidig
An daou vanah : Marcel Diouris
Annetig Gwaz ar feunteun : Soaig Jonkour
Lennet, gwelet, ha selaouet .. : Stéphane Ac'h, Fañch Broudic, J. Guéguen, Loeiz Grall
Tammou keleier
PENNAD-DIGORI :
Deuz peleh e teu an ano-ze "mammou fall", a vez klevet eun tammig e peb leh ? Piou int, ar mammou-ze ? Mammou skuiz o veza mamm, ha tost euz eur sort "burn-out". Dre o blogou eo o-deus lod kroget d'ober kaoz deuz ar pez a oant o veva bemdez gand o bugale, war eun ton leun a fent, evid en em zioulaad.
Ne vez ket, evel just, kaoz euz mammou fall evel Folcoche, a ra droug d'o bugale, korv ha spered, med euz mammou "mod nevez" o klask ober war-dro ar muia posubl a draou dindan berr amzer : beza barreg war he labour, beza eur vaouez voan ha koant, eur wreg, ha da nebeuta, beza vak evid ober war-dro ar vugale, pe kentoh vak evid plijadur ar vugale.
N'ho-peus ket ar zantimant eo deuet ar vugale a-vremañ da veza muioh torr-penn evid ar re bet ganet 30 vloaz 'zo ? "Med abalamour 'zo muioh a startijenn ganto, muioh a draou d'ober 'vez kinniget dezo !" Setu pez 'vez respontet din aliez. Perag pas. Med memestra, ar vugale 'zo deuet da veza ar Rouaned ha ni, ar mammou, o furlukined.
Ya, bugale an XXIa kantved 'vez desavet evel 'vez kinniget ober gand : ar gevredigez, Bébé 9 hag ar pedopsikiatr. "Red 'vo deoh ober war-dro ho pugel, taol evez e vefe mad 'barz e spered, mad 'barz e gorv, o rei dezañ boued bio ha c'hoariellou-koad."
Med e peleh ema kouezet ar moul bet savet gand mammou ar bloaveziou 70 ? A-raog ne oa ket eur gudenn nompaz rei bronn, med kentoh eur vuredad leun a v-Bisphénol A. Ne oa ket eur gudenn lakaad ar vugale en oto heb staga anezo gand eur gouriz. Ne oa tamm keuz ebed gand ar mammou o kas ar vugale da di o zud-koz evid mond da veaji. D'ar mare-ze ne oa ket eur gwall afer ma ne veze ket distaget brao ar geriou gand ar bugel. Forz penaoz ne oa nemed leoriou Françoise Pernoult evid displega traou 'zo.
Me a zoñje din e oa deuet muioh a frankiz evid ar merhed war-lerh 1968 ? Evid mammou ar mare-ze marteze med bremañ… Petra 'zo bet cheñchet e 30 vloaz ?
Ar mammou o-deus aon euz pep tra evid o bugale, dre faot ar hiz, ar gevredigez dilabour, eur bed krisoh. Tamm-ha-tamm eo deuet ar famill da veza eur gwir goudor, gand eur vamm "dreist-ordinal" e-kreiz, o klask ren an traou hag an dud. Red eo deom-ni mammou "dispar" respont d'ar skeudenn bet roet deom gand ar gevredigez-mañ.
Ar blogou war dem ar mammou fall 'zo deuet da veza millour miliadou a vammou fall all. Ar re al lenn anezo a gav eur gwir strollad da gemer perz e-barz. Eur strollad leun a fent, an tu da veza sioullaet gand ar zantimant nompaz beza eur vamm ken fall all…
Gwenola Derrien
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez - 285 - Brezoneg er skol | 7,00 € |
L'enseignement du et en breton : à la suite du rapport de Fañch Broudic à l'Académie, Brud Nevez est allé à la rencontre des acteurs de l'enseignement, professeurs, parents, syndicalistes… Ils font la part des propositions et de la réalité du terrain, et
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez 284 - Treserien e Breiz | 7,00 € |
Treserien o vrezonega… brezonegerien o tresa ?
Evid doser an niverenn 284 eo eet skipaill Brud Nevez da weled tud ho-pez tro da weled o labour aliez… anez gouzoud marteze piou int : an dreserien hag a labour e brezoneg. Poent 'oa klask gouzoud hirroh diwar o fenn. Int-i eo a gont amañ pehini o labour, o awen, o stil… o istor, en eur ger, etre tresa "klasel" ha dizagn. Doareou liesseurt o-deus an oll arzourien-mañ : Owen Poho, Nono, Goutal, Maina Kernalegenn, Gwen Delalande, Malo Louarn, Anne Salaun… Daoust hag-eñ ne vefe ket an tresa eun ostill deuz ar henta evid rei da weled war eun dro an arz hag ar soñjou diwar-benn ar gevredigez ?
Eun degouez a-feson eo seurt doser evid kinnig maketenn nevez ar gelaouenn : modernnoh, êzetoh da lenn, ha puilloh c'hoaz al liou e-barz, setu eur framm 'vel zo dleet evid ar pennadou ! Ar re-ze, just a-walh, zo danvez enno pelloh : lennit kendalh "An diaoul ouz taol" gand Aziliz Bourgès, a-raog ma yelo Kêr Iz d'ar strad, ha penn kenta "Korrika-Redadeg" gand Erwan Brenn, heb dizoñjal mousfent "an herez" gand Jean Le Clerc de la Herverie.
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez 283 - Ar skridou en arvar ? | 7,00 € |
En arvar ema ar skridou pe n'emaint ket ? An embann war baper marteze… E-kreiz an tabut ema an embannerien, setu perag eo gouestlet doser an niverenn-mañ deuz Brud Nevez d'an tem zo ive hini saloñs al leoriou e Karaez. Angèle Jacq, prezidantez ar saloñs, a ro he soñj, hag ive Charles Kermarrec, e penn al leordi Dialogues e Brest. Just a-walh ema "Trésor du breton parlé" Jules Gros o tond er-mêz e ti Emgleo Breiz, war baper kerkoulz hag en eur mod elektroneg. Eun digarez a-feson da renta enor d'an Tregeriad, gand eun doser gouestlet dezañ ha d'e oberenn. Lodenn al lennegez a ro lañs d'"An diaoul ouz taol", eur romant-kazetenn gand Aziliz Bourgès. E lodenn ar helaoui e vo lennet eur renta-kont deuz pladenn ziweza Roland Becker, Imramma. Ha fent da gaoud gand kelou pez a ro debron d'an nen… "Al laou" zo bet skrivet gand Marcel Diouris, deuz skipaill brezonegerien Kêrber e Brest.
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

| Brud Nevez 282 - kerse | 7,00 € |
Brud Nevez va à la rencontre des bretonnants et de leurs états d'âme, et leur demande de s'exprimer sur le thème de "kerse". Ce mot breton est plus riche que le "regret" français ou le "spleen" anglais : plus que de sentiment, c'est de souffrance et d'ame
[gouzoud hirroh diwar-benn ar produ-mañ...]

Dizohou 1 - 10 diwar 54




