Peseurt politikerez-yez war-lerh ar votadegou-rannvro ?
En deveziou-mañ ema niverenn 279 Brud Nevez o tond er-mêz. Pennadou a zo e-barz, evel just, diwar-benn ar votadegou-rannvro. Diwar an 11 listenn a zo war ar ren
k evid an dro genta, ‘zo bet savet goulennou ouz ar re a zo e penn peder anezo :
- pehini eo o soñj diwar-benn al labour a zo bet greet gand Rannvro Breiz abaoe c’hweh vloaz
- petra ema en o soñj ober evid Breiz diwar vremañ
- petra ‘teuy da veza ar politikerez-yez a zo bet digemeret gand ar Huzul-Rannvro e 2004.
Gand Yann-Ber Thomin an hini a oa bet lañset ar politikerez-yez, hag e-pad c’hweh vloaz eo bet aketuz d’ober war-dro : eñ eo e-neus eta digoret an hent, ha gwelloh evid boulhet eo bet ar chañtier gantañ da vad.
Anad eo ne heller ket ken dond en a-dreñv war an dachenn-ze : a-du eo an oll, war a zeblant, evid derhel gand ar politikerez-yez. E peseurt doare ? Se vo ive moarva
d hervez piou a vo bremañ e karg deuz ze e penn ar Rannvro.
Setu amañ ar responchou a zo bet digemeret gand Brud Nevez diwar-benn ar politikerez-yez a-berz…
Guy Hascoët
Sklêr eo ema ar brezoneg en arvar,
ha ne gomzan ket deuz ar gallaoueg. N’eus ket bet tapet kaoud 20 000 bugel skoliataet en diou yez da vad, ar pal ‘oa koulskoude. Petra zo kaoz ? Ar Rannvro, goude m’he-deus goulennet, n’eo ket bet lakaet barreg c’hoaz war ar politikerez-yez. Red-groñs eo kaou
d se digand ar re ema ar Stad en o halloud, ha rei lañs d’eur politikerez nevez, a glasko mond pelloh, gand Ofis Publik ar Brezoneg.
Eun dra all da veza kaset da benn eo ar brezoneg er vuhez foran, e kement stumm a zo (lehiou-stumma, magouriou evid ar poupigou, lehiou da zigemer ar vugale e diavêz ar skol, panellou diouyezeg…). Labouret ‘vo ive da zigeri eun nor-dal kleweled, da groui eun tele publik, da lakad e plas eur « Pass », eun « alhwez deski ha dizoloi » evid ma vefe gouest an oll da vond war-du ar brezoneg. Heb dizoñjal ar gallaoueg, zo c’hoaz o hortoz beza anavezet da vad.
Bruno Joncour
A-du om bet, e 2004, p’e-neus ar Huzul-rannvro digemeret eur plañ politikerez-yez. Skritellou zo bet staget ouz ar mogeriou, strivou zo bet greet, hag arhant lakaet e-barz an afer. Memestra e ouezom toud n’eo ket trawalh. Nebeutoh-nebeuta a vrezonegerien zo. Gand ar velestradurez-kreiz e vez jeu eun tamm mat atao.
Kendalhet ha kreñvaet e vo politikerez-yez ar Rannvro ganeom (sikour ar hevredigeziou a labour war dachenn ar sevenadur hag an deskadurez, politikerez ar yalhadou evid ar studierien, derhel d’ober strivou a-du gand an diouyezegez…).
Daoust hag-eñ ez eo eun dra red e vefe g
reet war-dro gand eur brezoneger ? Gwelloh eo ma oar an dilennad brezoneg, sur mad. Ar pep pouezusa avad eo e vefe tomm e galon ouz Breiz hag he sevenadur, ha c’hoant gantañ d’ober e zeiz gwella. Arabad dizoñjal ez eus kenteliou da zeski brezoneg !
Bernadette Magorn
En arvar ema ar brezoneg. Eun dever eo d’ar huzul-rannvro divenn anezañ en eur mod. Setu ma vo kendalhet gand ar politikerez-yez. Doareou nevez ‘vo dao pleustri warno, evid ober gand internet da skwer, stumma war ar yez ar re a labour war-dro ar re goz. Moaien ‘vefe ive, er fin, sevel eur Skol-Uhel evid al lazou-kana e Breiz.
Imor a zo ennom evel just evid kenderhel gand eur politikerez-yez. Bet eo bet Breiz ar henta rannvro e Bro-Hall oh anavezoud he yezou ez-ofisiel, hag o tigemer eur politikerez-yez. Med kaer on-eus bet ober se, siwaz n’eo ket deuet ar gouarnamant da heul, daoust da bromesaou Prezidant ar Republik. Daoust da ze, e vo kadarnaet an traou er prantad da zond. Or seiz gwella a rankom ober evid ma talhfe niver ar skolidi da greski da vad en deskadurez diouyezeg. Dre ar re yaouank e hell ar brezoneg beza saveteet.
Emaon o soñjal da skwer rei muioh a yalhajou Skoazell (evid ar re yaouank o-deus c’hoant da vond da gelenner war ar brezoneg) a zo bet krouet ganeom. 40 ar bloaz a vez roet hirio, ahann da fin ar prantad da zond e vo red rei 100. Ar pez a ginnigan eta eo ober muioh ha gwelloh. Ha d’ober war-dro eur seurt politikerez-yez, sklêr eo ne hell beza nemed eur brezoneger.
Petra ‘zoñjit ?
Bez’ e hell pep hini skriva evel ma kar hag ar pez a gar. Nemed tamall e gaou ha kunujenni !
